Manifest evit ar Yaouankiz Dishenvel

Ni eo ar yaounkiz a ra ur choaz hiziv: an hini da vezañ sav war an talbenn.

Ni eo ar yaounkiz a ra choaz an Termopiles e plas al laoskidigezh hag an dilezidigezh.

Ni eo yaounkiz ar c’hampoù hañv, ar c’hrapadennoù hir dre ar menezioù, yaouankiz an arzoù brezelek hag an taolioù resevet. Yaounkiz ar striv, an dour-c’hwez hag ar vont dreist bepred.

Ni eo yaounkiz ar sevenadurezh a-bep-eil ha gwriziennet. Hini ar rock kemmesk gant ar vombard hag ar binioù-bras, hini ar sonerezh elektronek pe greantel gant an diskanioù kanet dre ar yezh latin, tro-war-dro yaounkiz mosh har ar c’helc’hioù Keltieg.

Ni eo ar yaouankiz a nac’h an emlazh ‘vel digarez personel, ‘vel dazont d’ur remziad, ‘vel dremmwel d’hor sevenadurezh.

Ni eo ar yaouankiz a lak an trehontus hag ar feiz araok ar madoù danvez. Ar yaouankiz a lak ar reiñ hinienel a-us d’ar gounid personel, a gav gwelloc’h ment kadarn ar vuhez ‘vit an taolioù dreist armerzhel.

Ni eo ar yaouankiz a nac’h an holl re drammoù, na pa vefe reoù sioul-dous-kalet, kimiek pe gwirion anezho. Ar c’hoant a zo savet ennomp da vezañ gant hor goustiañs a-bez e-tal daedennoù ar gevredigezh ‘vit sellout hor tonkad e-fas.

Ni eo ar youankiz a choaz roudenn ar gumuniezh hag ar c’hoant da sevel asambles dazont ar vammvro.

Ni eo ar yaouankiz a fell dezhi rentañ ar galloud d’ar bolitikerezh ha da vont dre holl lec’hioù ar vuhez gant ur soñj sklaer: an dazont na vezo ket d’eus outañ hepdomp.

Ni eo ar yaouankiz disheñvel. Eveldout ez omp, bez eveldomp!